Annie Ebrel - Lagad an Heol
Lyrics /Pozioù/Paroles : Anjela Duval
Streaming : https://fanlink.to/gibv
Soleil !
Soleil ! Pourquoi te lèves-ti si tard ?
Et pourquoi as-tu l’œil si rouge ?
As-tu fait cette nuit un cauchemar, qui t’a fait pleurer dans ton sommeil ?
Ni sommeil ni rêve ni bon ni mauvais.
J’ai veillé toute la nuit…
Tandis que l’Occident frivole dormait sur les cendres grises de ses lauriers j’ai fait le tour de la Terre.
Et j’ai vu des gens mourir de faim.
J’ai vu des gens mourir de froid.
J’ai vu des gens mourir de désespoir.
J’ai vu des gens s’entre-tuer, des frères s’étrangler.
J’ai vu des gens opprimés.
J’ai vu un grand dirigent tomber sous la balle d’un dément.
J’en ai vu beaucoup qui pleuraient :
Et j’ai continué, indifférent…
J’en ai vu cependant qui se moquaient des gens dans la peine, des gens dans la misère
Des gens sous le joug.
C’est alors que j’ai pleuré,
C’est pourquoi mon œil est rouge.
Soleil ! Sèche tout de suite tes larmes !
La mer de Bretagne adoucira bientôt
Ton œil rouge et enflammé…
Traduction : Paol Keineg
Lagad an heol
-Heol ! Perak out ken diwezhat o tiblouz ?
Ha perak eo ken ruz da lagad ?
Ha bet ac’h eus en noz-mañ ur gwall-hunvre, en deus graet dit leñvañ dre da hun ?
Na hun na hunvre, na fall na mat.
Beilhet em eus an noz-pad…
Tra ma kouske ar c’hornôg dibled war ludu louet e lore me ‘m eus graet tro an Douar.
Heol !*
Ha petra feus gwelet war da roud ?*
Ha gwelet am eus tud o vervel gant an naon.
Gwelet ‘m eus tud o vervel gant ar riv.
Gwelet tud o vervel gant an dic’hoanag.
Gwelet am eus tud o lazhañ tud, breudeur o’n em dagañ.
Gwelet ‘m eus pobloù mac’het.
Gwelet ur penntiern meur o kouezhañ dindan boled ur foll.
Gwelet forzh tud o leñvañ :
Ha chomet on bepred digas…
Gwelet ‘m eus, avat, tud o c’hoarzhin goap ouzh ar re er boan, ouzh ar re zo en dienez
Ouzh ar re zo dindan ar yev.
Ha neuze am eus ranket leñvañ,
Ma ‘z eo ruz c’hoazh va lagad.
Heol ! Sec’h bremañ da zaeroù !
Mor-Breizh, emberr, a vo dous
D’az lagad ruz hag entanet…
Paroles/ Lyrics : Anjela Duval
Music : Ronan Pellen
Coop Breizh Publishing
Stream on Spotify: https://open.spotify.com/track/4x9iXv...
Stream on Deezer: https://deezer.page.link/iRxsYWkJTNYS...
Buy on Itunes: https://music.apple.com/fr/album/laga...
© Copyright: 2021 Coop Breizh
℗ Production: 2021 Coop Breizh