Kanet get Fine Liveg a Dalc'hoed e parrez Kervignag.
Klub an Teadoù Fall a drugereka Dastum evit pour niverelet ar bandennadoù ha Jean-Paul Runigoù evit bout raet an aotre deomp da lekel e enrolladennoù 'barzh Youtub.
Pozioù-kan :
Mard an-me c’hoazh ur wezh dre-mañ, krediñ a ran e tin ge
ne chomin ket da soñjal, da soñjal, da soñjal
ne chomin ket da soñjal me ‘ ray ‘el ar re ‘rall
Ha pa glevin ar bombarder er leur é vombardal ge
ne chomin ket da soñjal, da soñjal, da soñjal
ne chomin ket da soñjal me ‘ sailho da zañsal
Pa day bleuñvenn ar garantez e kreiz hor c’halonoù ge
ne chomeheomp ket da soñjal, da soñjal, da soñjal
ne chomeheomp ket da soñjal ni ‘ zimezay hon-daou
Boñjour deoc’h-c’hwi ma zad-paeron, boñjour deoc’h a lâran ge
ne chomit ket da soñjal, da soñjal, da soñjal
ne chomit ket da soñjal bremañ pand eo ma c’hoant
Pa veheomp en Iliz benniget deiz bras hon euredenn ge
ne chomeheomp ket da soñjal, da soñjal, da soñjal
ne chomeheomp ket da soñjal ni ‘ lâray « ya » a-benn
Hag ur mabig bihan hor bo, unan daoulagad glas ge
ne chomez ket da soñjal, da soñjal, da soñjal
ne chomez ket da soñjal daes fonnapl da bout bras
Ha mar da poanioù àrnomp hag a-dra-sur e tay ge
ne chomeheomp ket da soñjal, da soñjal, da soñjal
ne chomeheomp ket da soñjal atav ‘ vo ret deomp andur