Thérèse Kere - Sonenn ar jandarmed (Langedig - Brelevenez)

Опубликовано: 31 Октябрь 2024
на канале: Klub an Teadoù Fall
33
3

Ganet eo Thérèse Kere er blez 1925 e Langedig ha daet eo da chom da Vrelevenez.

Enrollet eo bet ar ganenn-mañ get Loeiz Konan ha pa laboure evit Radio Bro Gwened. O zrugarekaat a raomp evit bout raet deomp an aotre d'implij an enrolladenn-mañ.

Ni ' drugereka Dede ar Meut evit bout niverelet ar gasetenn/vandenn.

Pozioù-kan :

Selaouit aloñ selaouit
aloñ ma mignonne aloñ

Selaouit aloñ selaouit
ur sonenn a-nevez savet

‘ zo savet ‘ziàr ar jandarmed
aloñ ma mignonne aloñ

‘ zo savet ‘ziàr ar jandarmed
a ya da welet ar merc’hed

a ya da welet ar merc’hed
aloñ ma mignonne aloñ

a ya da welet ar merc’hed
dreist-holl an intañvezed

d’o c’has d’an davarn da evet
aloñ ma mignonne aloñ

d’o c’has d’an davarn da evet
ha(g) a ya d’o zi d’o gwelet

Lârit din-me intañvezig
aloñ ma mignonne aloñ

Lârit din-me intañvezig
e pezh gwele ‘ vec’h é kousket

Er gwele kloz e-tal an tan
aloñ ma mignonne aloñ

Er gwele kloz e-tal an tan
aze eh on e ma unan

Pand a (a)n intañvez er gwele
aloñ ma mignonne aloñ

Pand a (a)n intañvez er gwele
ar jandarm a ya ivez

Kaniñ a rae ar c’hogoù d’an deiz
aloñ ma mignonne aloñ

Kaniñ a rae ar c’hogoù d’an deiz
e oant c’hoazh en o gwele

Kanit mab ar yar pa garo
aloñ ma mignonne aloñ

Kanit mab ar yar pa garo
P’arruay an deiz, me ‘ bartio