Pierre Gwilhevig - Un deiz ' oan er poull é walc'hiñ (Pleheneg)

Опубликовано: 25 Сентябрь 2026
на канале: Klub an Teadoù Fall
67
3

Ganet eo Pier Gwilhevig e Plasenn Azon e Pleheneg. Peizant ' oa bet e-raok monet da labourat d'an SBFM. Ur pezh kanour a oa met soniñ a rae akordeoñ ivez. Enrollet eo bet get Loeiz Konan evit RBG.

Trugarekaat a raomp Radio Bro Gwened bout raet an aotre deomp lekel ar ganenn-mañ àr Youtube.

Pozioù-kan :

Un deiz ' oan er poull é walc'hiñ x2

Un deiz ' oan er poull é walc'hiñ
Donet ma mamm da huchal din

Donet ma mamm da huchal din x2

Donet ma mamm da huchal din
Donet d'ar gêr da zimeziñ

Donet d'ar gêr, donet a-benn x2

Donet d'ar gêr, donet a-benn
Degas genin ma(n) danter gwenn

Donet da zimeziñ d'ar gêr x2

Donet da zimeziñ d'ar gêr
D'ar bravañ paotr ' zo er c'harter

D'ar bravañ paotr ' zo er c'harter x2

D'ar bravañ paotr ' zo er c'harter
['d eo/'d eus]* ket mezver na butumer

['d eo/'d eus] ket mezver na butumer x2

['d eo/'d eus] ket mezver na butumer
mes un tammig merc'hetaer

Boulom, bonfam raet ho merc'h din x2

Boulom, bonfam raet ho merc'h din
ne vo ket maleürus genin

'd ay ket d'ar park da labourat x2

'd ay ket d'ar park da labourat
' chomay er gêr da vrochennat

' chomay er gêr da vrochennat x2

' chomay er gêr da vrochennat
mar bez afer da hoskellat

'benn un daou pe tri miz goude x2

'benn un daou pe tri miz goude
e chañjay ar parlandoù-se

a-benn an ti da lost ar c'hraou x2

a-benn an ti da lost ar c'hraou
eh a Janed a-vazhadoù

' oa ket an traoù-se ' poa grataet din x2

' oa ket an traoù-se ' poa grataet din
ha pa oac'h é c'hober ar lez din

Ha pa oan é c'hober ar lez deoc'h x2

Ha pa oan é c'hober ar lez deoc'h
Neuze ne oan ket c'hoazh mestr deoc'h

Mes bremañ ha pa [oan/on]* mestr deoc'h x2

Mes bremañ ha pa [oan/on] mestr deoc'h
C'hwi a gerzho lec'h ma lârin deoc'h
'd eo ket = 'd eus ket : mesket ' vez an div feson da lâret geneomp-ni
oan/on : "on" ' vez sanet 'èl "oan" en amzer baset, geneomp-ni.