Philomene Venedi - Na ma zad ha ma mamm en deus ma(n) dimezet (Kervignag)

Опубликовано: 31 Октябрь 2024
на канале: Klub an Teadoù Fall
107
2

Filomene Venedi a oa é chom e Kernourz (Ti Skod). Enrollet eo bet e bourc'h Kervignag get Jean-Paul Runigoù.

Trugarekaat a raomp Jean-Paul evit bout raet an aotre deomp da lakat ar ganenn àr Youtub. Trugarez a lâromp da Zastum evit bout niverelet bandennadoù Jean-Paul.

Pozioù-kan :

Na ma zad ha ma mamm en ‘ deus man dimizet

Na ma zad ha ma mamm en ‘ deus ma(n) dimezet (2)

Na ma zad ha ma mamm en ‘ deus ma(n) dimezet
Get ur boulom ken kozh ‘ gompren ket tra erbet

Ar boulom a zo kozh, kroset ag an daou benn (2)

Ar boulom a zo kozh, kroset ag an daou benn
Me ‘ zo-me plac’h yaouank ken plom èl ur gouarc'henn

Ar boulom a zo kozh hag a gar é repoz (2)

Ar boulom a zo kozh hag a gar e repoz
Me ‘ zo-me plac’h yaouank ha me ‘ gav hir an noz

‘r boulom faot ket dezhoñ mar komzin doc’h an dud (2)

‘r boulom faot ket dezhoñ mar komzin doc’h an dud
Mar ‘ gomzan ket doc’hte e lârint e vin mut

‘r boulom faot ket dezhoñ ma yin-me da glask doeur (2)

‘r boulom faot ket dezhoñ ma yin-me da glask doeur
Rait din ur podig pri hag a ray din boneur

‘r boulom faot dezhoñ ma(r) yin-me da glask tan (2)

‘r boulom faot dezhoñ ma(r) yin-me da glask tan
Rait din ur [votez koad hag a yay he unan]

‘r boulom faot dezhoñ ma(r) yin-me da zañsal (2)

‘r boulom faot dezhoñ ma(r) yin-me da zañsal
Rait din ur vombard, me ‘ sono [d'ar re rall]

Setu klañv ar boulom ha peurchañs e varvo (2)

Setu klañv ar boulom ha peurchañs e varvo
na ma ta a vervel un arall a faoto

Setu marv ar boulom hag interet en douar (2)

Setu marv ar boulom hag interet en douar
Ouelit, ouelit merc’hed, ouelit ma(r) oc’h eus glac’har

Ouelit, ouelit merc’hed, ouelit ma(r) oc’h eus glac’har (2)

Ouelit, ouelit merc’hed, ouelit ma(r) oc’h eus glac’har
Kar evidin-me ouiliñ sur ne rin ket atav

Ha Sul ar sakramant, brasañ Sul ag ar blez (2)

Ha Sul ar sakramant, brasañ Sul ag ar blez
‘ vo laket sonerion da soniñ àr e vez

‘ vo laket (ar) sonerion da soniñ àr e vez (2)

‘ vo laket sonerion da soniñ àr e vez
D’ enoriñ ar boulom get rac’h e zanvez