Louis Runigoù - An Aotrou Maer a vourc'h Zinzag (Kervignag)

Опубликовано: 31 Октябрь 2024
на канале: Klub an Teadoù Fall
42
0

Louis Runigoù a zo tad Jean-paul Runigoù. Enrollet eo bet Louis e penn kentañ ar blezioù 60 get e vab-kaer Eujen Falkerc'hoù.

Trugarekaat a raomp Jean-Paul evit bout raet an aotre deomp da lakat ar ganenn àr Youtub. Trugarez a lâromp da Zastum evit bout niverelet bandennadoù Jean-Paul.

Pozioù-kan :

An aotrou maer a vourc'h Zinzag , sellit
An aotrou maer a vourc'h Zinzag
En deus tapet ur galonad
La belle est mignonne , la belle
En deus tapet ur galonad

En deus tapet ur galonad , sellit
En deus tapet ur galonad
mar n' hell ket belegiñ e vab
La belle est mignonne , la belle
ma n' hell ket belegiñ e vab

Mar n' c'hell ket belegiñ e vab, sellit
mar n' c'hell ket belegiñ e vab
Get ar merc‘hed doc‘h er lesal
La belle est mignonne , la belle
Get ar merc‘hed doc‘h er lesal

Setu aze ma mab tri (pe) bevar c'hant skoed, sellit
Setu aze ma mab tri (pe) bevar c'hant skoed
Na kerzhit-c'hwi na d'ar studi
La belle est mignonne , la belle
Na kerzhit-c'hwi na d'ar studi

Na d'ar studi me n’in ket , sellit
Na d'ar studi me n’in ket
Deziret 'm eus kariñ ur plac'h
La belle est mignonne , la belle
Deziret 'm eus kariñ ur plac'h

Daoulagad glas 'zo barzh 'n he fenn , sellit
Daoulagad glas 'zo barzh 'n he fenn
Ha hi ken ruz a zivvougenn
La belle est mignonne , la belle
Ha hi ken ruz a zivvougenn

Ur rubanenn 'zo àr he zal , sellit
Ur rubannenn 'zo àr he zal
Get an avel é falañsal
La belle est mignonne , la belle
Get an avel é falañsal

Penaos gober 'vit he c'hariñ , sellit
Penaos gober 'vit he c'hariñ
Krog 'n he daouzorn nag o sterdiñ
La belle est mignonne , la belle
Krog 'n he daouzorn nag o sterdiñ

Krog 'n he daouzorn nag o sterdiñ , sellit
Krog 'n he daouzorn nag o sterdiñ
Ha komz dezhi a zimeziñ
La belle est mignonne , la belle
Ha komz dezhi a zimeziñ