Ganet eo Louise (1910-1997) e parrez Pleheneg met tostoc'h ' oa ar gêr da vourc'h Brelenevez ha waet eo d'ar skol da Vrelevenez.
Enrollet eo bet get Loeiz Konan ha Radio Bro Gwened. O zrugarekaat a raomp bout raet an aotre deomp da lakat ar ganenn àr Youtube.
Pozioù-kan :
Pa oan-me yaouank é lesal ar merc’hed
Pa oan-me yaouank, o, é lesal ar merc’hed
Ne vanke ket argant genin e seier ma jilet
Ne vanke ket argant e seier ma jilet
Hag àr ma zaolig ront bara gwinizh ha gwin
Hag àr ma zaolig ront bara gwinizh ha gwin
Da noz doc’h ar gouloù e’it pasiñ ma anken
Setu me dimezet ha raet din-me ur par
Kenkloñs eo din lâret adieu da blijadur an douar
Èl mé* yaen èl mé taen (e)dan d’ur c’hoad e pasen
Me rankontras un evnig rous àr ur barrig spern-gwenn
Me rankontras un evn àr ur barr é kaniñ
Eñv a arrestas ur momand evit ma c’hompreniñ
Perak evnig bihan, perak ma c’homprenit
Hañval ‘ vehe, pehe anken, chagrin pe yaouankiz kuzhet
‘m eus ket anken, chagrin na yaouankiz kuzhet
‘met ma yaouankiz ‘m eus kollet hañval e vehe [chañjet/soñjet]
Kerzhit evnig bihan get pluñv ha diaskell
Kerzhit da glask ur banne doeur din da fetan ar vuhez
Setu bet an evnig-se, eñv bet ha daet en-dro
Ha daet eo c’hoazh getoñ ur wezh ma yaouankiz d’ar vro
Ha daet eo c’hoazh getoñ ma yaouankiz d’ar vro
S’tu me daet c’hoazh da driwec’h vlez ne oan ket engortoz
mé = ma