Pierre Jehannoù - P'em gwelit (Sant-Iwan Bubri - Pleheneg)

Опубликовано: 31 Октябрь 2024
на канале: Klub an Teadoù Fall
17
0

Pierre Marie Jehannoù ' oa waet da chom d'an Treizh Kozh e Pleheneg evit e retred met ganet oa e Sant-Iwan Bubri.

Ur pezh kanour ha sonour boest-tremerez ' oa. Ar werzenn a zo bet skrivet get Loeiz Herrieu (Ar Barzh Labourer) ha laket un ton get Pierre.

Ni a drugareka Radio Bro Gwened bout raet an aotre deomp da lekel ar ganenn-mañ àr Youtube.

Pozioù-kan :

P’em gwelit é tostaat,
ma(n) dous
e verv ho taoulagad
glas-rouz
Hag e klevan e ma c’halon
un drouz
Em gwazhiad a zasson
ken dous

P’em gwelit é tonet,
koantenn,
àr ho tivveuz karet,
a-benn,
E tarzh ur minc’hoarzh gouevz ha flour ;
neuze
E vourr ma c’hoantoù gour
breskenn...

P’em gwelit é pellaat,
Plac’hig,
Sed beuzet ho lagad
Koantig ;
Àr ho [eneñv], sed melkoni !
Prestig
A sour àr ma c’heni,
ken taer.

(setu ar lodenn a vez moiand da gavouit a-barzh Dasson ur galon er bajenn 30 ha nend eo ket bet kanet get Pierre)

[Gwennc’hoarzh ta veg, gwivded ta sell
ken gae,
An dar a strimp ennoñ kent pell
Goude :
Ne ouian ken, e gwirionez,
Pehani anezhe
A bik ma c’halon an donañ :
Glac’har pe levenez ?...

D’an daou, koantig, e filiman,
rak o-daou
Emaint bleuñv
ta garantez...]