Fernande ar Borgn e Porzh Loeiz. Dastumet eo bet get Maurice Jouanoù, ha Joël Baron er blezioù 70 e Sal Lokmaloù e Porzh-Loeiz. Aozet eo bet an dastumadeg-se get Kelc'h Keltek Porzh-Loeiz ha Komisioñ Dañs Kendalc'h. Georges Paogamm a Sant-Nazer ' oa daet da filmiñ an devezh-se get ur c'hamera "super 8".
E-mesk an dud é tiskaniñ : Frederic (Fredo) ar Loer, Ferdinand ha Fernande ar Borgn, Madelen Jouanoù, Jean hag Heleonor (Nono) Konan, Intron Henoù.
Trugarekaat a raomp Dastum evit bout niverelet bandennadoù Momo.
Pozioù-kan :
Na gwezharall pa oan yaouank, loñla
Me 'm boa ur galon franchamant
Me 'm boa ur galonig ker gae, loñla
Èl ur boged roz e miz Mae
N'em behe ket rait, me c'halon baour, loñla
Na(g) evit argant nag evit aour
Me 'm eus-eñv raet evit netra, loñla
D' un evour gwin, debrour bara
D' un evour chistr, d' un evour gwin, loñla
Eñv ' ya(as) d' an davarn bemp mitin
Eñv ' ya(as) d' an davarn mitin mat, loñla
Eñv ' za(as) d' ar gêr noz diwezhat
Eñv ' za(as) d' ar gêr noz diwezhat, loñla
Ken a vez serret dorioù e dad
Ken a vez serret fenestr ha dor,loñla
Ha (ne) gred ket anezhoñ goulenn he digor
Digor an nor pe m' he zorro, loñla
Pe fest ar vazh a c'hoario
Sellit ma mamm, pesort buhez, loñla
ha lan an ti a vugale
Tri àr ar bank, pemp er gwele, loñla
Ha kement-rall ' zo waet get Doue
Intron Le Borgne e Porzh Loeiz (1979)