Ganet eo Pier Gwilhevig e Plasenn Azon e Pleheneg. Peizant ' oa bet e-raok monet da labourat d'an SBFM. Ur pezh kanour a oa met soniñ a rae akordeoñ ivez. Enrollet eo bet get Loeiz Konan evit RBG.
Trugarekaat a raomp Radio Bro Gwened bout raet an aotre deomp lekel ar ganenn-mañ àr Youtube.
Pozioù-kan :
‘m boa ket ‘met pemzek vlez pa garen ar merc’hed
Ha setu-me tregont (‘d) on ket c’hoazh dimezet
Ha setu-me tregont (‘d) on ket c’hoazh dimezet
Ha me ‘ zo-me bremañ ur paotr abandonet
Ha me ‘ zo-me bremañ ur paotr abandonet
‘m eus ket na tad na mamm na breur na c’hoar erbet
‘m eus ket na tad na mamm na breur na c’hoar erbet
‘met ur breurig bihan ‘barzh ‘n e gavell kousket
‘met ur breurig bihan ‘barzh en e gavell kousket
Hennezh pa zihunas, eñv en em gave [souezhet]
Hennezh pa zihunas, eñv en em gave ken bras
klevet e vreur koshañ é lâret kenavo
Kenavo deoc’h ma(m) breur, ma c’hoarig Madalen
Nag eh an-me bremañ d’ar broioù e(s)trañje
Nag eh an-me bremañ d’ar broioù e(s)trañje
Ma zad ‘ zo bet eno a zo daet en-dro arre
Ma zad ‘ zo bet eno ‘ zo daet en-dro arre
Ha me ‘ zay-me ivez mar bez volontez Doue