François Mallet - Me ' zo ganet é kreiz ar mor (Pleheneg)

Опубликовано: 31 Октябрь 2024
на канале: Klub an Teadoù Fall
28
2

Ganet eo François Mallet e kumun Pleheneg e Lokennin. Martelod a oa. Ambarket en deus èl paotr-bag àr ur vag-dre-ouel da 13 vlez hanter.

Enrollet eo bet get Loeiz Konan ha Radio Bro Gwened. O zrugarekaat a raomp bout raet an aotre deomp da lakat ar ganenn àr Youtube.

Pozioù-kan :

Me zo ganet e-kreiz ar mor
Teir lev er-maez ;
Un tiig gwenn du-hont am eus,
Ar banal ' gresk e-tal an nor
Hag ar lann a c'hol(o) an anvez,
Me zo ganet e-kreiz ar mor
E bro Arvor

Ma zad a oa, èl e dadoù
Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglod
Ar paour ne gan den e glodoù
Bemdez-bemnoz àr ar mor blot
Ma zad a oa, èl e dadoù,
Stlejour rouedoù.

Ma mamm ivez a laboura
Ha gwenn he blev
Geti an c'hwez àr hon taloù,
Desket em eus, bihanik tra,
Mediñ ha tenniñ avaloù.
Ma mamm ivez a laboura
D' c’hounit bara

O deizioù ma(m) bugaleerezh
Pand aen, dilu(i)
Get mamm da redek an irvi
Pe get ma zad da/d'ar beskerezh
Menn eh oc'h-c'hwi, ‘menn eh oc'h-c'hwi ?
O deizioù ma(m) bugaleerezh
Na dous e oac'h!