Ganet eo Louise e parrez Pleheneg met tostoc'h ' oa ar gêr da vourc'h Brelenevez ha waet eo d'ar skol da Vrelevenez.
Enrollet eo bet get Loeiz Konan ha Radio Bro Gwened. O zrugarekaat a raomp bout raet an aotre deomp da lakat ar ganenn àr Youtube.
Pozioù-kan :
Paotredigoù a Landevant, merc’hed a Bleuwigner x2
Paotredigoù a Landevant, ha merc’hed Pleuwigner
‘ zo waet d’ar pardon da Landaol, n’arruant ket er gêr
Tavarnour Landaol a lâre àr baver Pleuwigner x2
Tavarnour Landaol a lâre àr baver Pleuwigner
Na kuzhet eo an heol ha savet kaer ar loar
Na kuzhet eo an heol ha savet kaer ar loar x2
Na kuzhet eo an heol ha savet kaer ar loar
Mall a vo deoc’h merc’hedigoù, soñjal monet d’ar gêr
Èl e vehe kuzhet an heol ha savet kaer ar loar x2
Èl e vehe kuzhet an heol ha savet kaer ar loar
‘ vo ket-ni ‘ vo re diwezhañ àr baver Pleuwigner
O zad, o mamm ‘ zo/vez ‘n o gwele ne [n] c’hellant ket kousket x2
O zad, o mamm ‘ zo ‘n o gwele ne [n] c’hellant ket kousket
klañv vras a vez o c’halonoù ‘ soñjal ag o merc’hed