Mari a zo bet enrollet e Sant-Jorj e Lostenk er blez 1983 get Jean-Paul Runigoù.
Trugarekaat a raomp Jean-Paul evit bout raet an aotre deomp da lakat ar ganenn àr Youtub. Trugarez a lâromp da Zastum evit bout niverelet bandennadoù Jean-Paul.
Pozioù-kan :
Hiniv enta merc’hig yaouank e vo ret deoc’h lâret
adieu d’an dañs, adieu d’ar roul, ha tout ho kalanted
« Fariet ‘m eus »
Adieu d’an dañs, adieu d’ar roul, tout ar baotred yaouank
e vo ret deoc’h o c’huitaat tout evit kariñ unan
Hiniv enta merc’hig yaouank ‘ zo raet deoc’h ur gouron
evit ma lâray holl an dud setu ur verc’h a-feson
Hiniv enta merc’hig yaouank ‘ zo raet deoc’h ur boged
ar boged-se merc’hig yaouank ne flourdilisay ket
Ar boged-se merc’hig yaouank ‘ blegay e benn d’an douar
ha c’hwi ivez merc’hig yaouank c’hwi ‘ ray ur memestra
Hiniv enta merc’hig yaouank ‘ zo raet deoc’h ur bizoù
ha pa sellehet doc’htoñ plac’hig e reday ho taeroù
Ho taeroù enta merc’h yaouank, ho taeroù a redo
hag an heni ‘ deus-eñv raet deoc’h, hennezh ho koñsolo
An heni ho koñsolo eno, ho koñsolo bamnoz
Hiniv enta merc’hig yaouank, c’hwi ho po kalonad
(ha) pand ay ho tad hag ho mamm d’ ho poket a-vrec’had
Tavit, tavit merc’hig yaouank, tavit ne ouelit ket
bout oc’h eus c’hoazh breuder er gêr ‘d eus ket c’hoazh dimezet
Bout oc’h eus c’hoazh breuder er gêr ‘d eus ket c’hoazh dimezet
‘ gonsoñlay ho tad hag ho mamm ha pa vint chagrinet