Louise Galliotte - Pa oan-me merc'hig yaouank (Brelevenez - Pleheneg)

Опубликовано: 31 Октябрь 2024
на канале: Klub an Teadoù Fall
20
1

Ganet eo Louise e parrez Pleheneg met tostoc'h ' oa ar gêr da vourc'h Brelenevez ha waet eo d'ar skol da Vrelevenez.

Enrollet eo bet get Loeiz Konan ha Radio Bro Gwened. O zrugarekaat a raomp bout raet an aotre deomp da lakat ar ganenn àr Youtube.

Pozioù-kan :

Pa oan-me merc’hig yaouank, seitek pe triwec’h vlez
Na me ‘m boa-me ur galant, peheni ma c’hare

Na me ‘m boa-me ur galant, ma ‘ c’hare ken mignon
Eñv a lâre din Lun Vask monet da gofesaat davetoñ

Pa [oan/on] waet ‘barzh er gadoer, er gadoer e’it kofesaat
Eñv ‘ zo waet ha lâret din e oan kailh a lagad

Eñv ‘ zo waet ha lâret din e karen ar baotred
Allas ya karet ‘m eus-hè ha c’hoazh e ran berped

Allas ya karet ‘m eus-hè ha c’hoazh e ran berped
E-raok ur blez alemañ e vin-me dimezet

E-raok ur blez ag alemañ e vin-me dimezet
D’ar bravañ paotr ‘ zo er c’hornad èl ne vez ket gwelet

D’ar bravañ paotr ‘ zo er c’hornad èl ne vez ket gwelet
Hennezh ‘ vez ket james kamm e zilhad àr e gein

Hennezh ‘ vez ket james kamm e zilhad àr e gein
Eñv a zo ur paotr abil, eñv ouia skriv ha lenn

Eñv a zo ur paotr abil, eñv ouia skriv ha lenn
Lakaet en deus e anv kentañ monet e porzh An Oriant

Lakaet en deus e anv kentañ monet e porzh An Oriant
Na mar gell monet eno, hennezh ‘ vo ma(n) gwir amant