Ganet eo Louise Runigoù er blez 1914 e Kernourz, parrez Kervignag. Kent bout dimezet e laboure en un Davarn e Toullchignaned e-tal an Ti Ruz (Kervignag).
Trugarekaat a ra Klub an Teadoù Fall Jean-Paul Runigoù bout raet an aotre deomp da lakat kanenn e vamm àr Youtub.
Trugarez a lâromp da Zastum evit bout niverelet bandennadoù Jean-Paul.
Pozioù-kan :
Disul da hanter noz
Disul da hanter noz,
p(a) oa an holl é repoz
Pa oa an holl é kousket
ha ne gleven trouz ebet
Me ‘ save ‘ziàr ma(n) gwele
e’it mont d’ober ur bale
E’it monet a bazoù skañv
bedak ti an heni ‘ garañ
M’ oa gwelet e-tal he dor
ur boked kaer é tigor
Me ‘ raas ur sell doc’htoñ
me ‘ droc’has ur barr anezhoñ
Barrig bihan da blantiñ
‘tal ma zi e ma jardrin
Ma er gwelan é kreskaat
me ‘ ouiay e vin d’ he grad
Ma er gwelan é vleuñviñ
Nag ur paotr eürus a vin
Pa dremeno ‘tal ma zi
ma boked ‘ gomzay doc’hti
Eñv ‘ lâray hep komz ebet
pezh ne gredan-me lâret
Pezh ‘m eus bet mil boan getoñ
kaerañ sekred ma c’halon
----------------------------------------------------------------------------------------
Kavet ' raer ar ganenn-mañ edan an anv "segred me halon" a-barzh "Dasson ur galon" (pajenn 21)
Pozioù-kan :
Na disul da hantér-noz,
Pe oè en oll é repoz ;
Pe oè en oll é kousked,
Ha ne gleùen grig erbed ;
'M es saùet a men gwélé,
Eid mond d'obér ur balé.
Eid moned, a bazeu skañù,
Trema ti 'n hani e garan.
Gwélet em oè, 'tal hé dor,
Ur boked kaer é tigor.
Ha hoant zo deit dein kaoud
Diarnehoñ un advoud.
Ur barr bihan da blantein
Doh me zi, é me jardrin.
Mar er gwélan é kreskad,
Me ouio éh on d'hé grad.
Mar er gwélan é vleuein,
Nag ur paotr euruz e vein !
Pe dreméno 'tal me zi,
Mem boked gomzo dohti ;
Ean laro, heb komz erbed,
Er péh ne gredan lared ;
Er péh 'm es mil boén getoñ :
Kaerrañ segred me halon !