Dastumerion ar C'hreisteiz - An amzer diroll (Kervignag)

Опубликовано: 31 Октябрь 2024
на канале: Klub an Teadoù Fall
28
3

Kaset get Jean-paul Runigoù.

Trugarekaat a raomp Jean-paul Runigoù ha Radio Bro Gwened bout raet an aotre deomp lekel ar ganenn-mañ àr Youtube.

Pozioù-kan :

Selaouit holl na selaouit, o
Ur sonenn a-nevez savet
Unan ne lâr ket gaou erbet
Ag ar maezioù, hi ‘gomz berped

Bremañ geneomp an traoù en deus chañjet
Micherioù kozh ‘ zo bet kollet
G’an dud a gêr ema waet an tier
Ha c’hoazh d’ar liesañ pas ker

Ar meliner é valiñ gran (greun)
D’reiñ ho pleud deoc’h ‘n doa un dorn skañv
Ar vrud oa àrnezhoñ bout un tammig laer
Met eñ ‘oa un den el e-leizh

Na tud ar ”C’hrédit Agricole”
Get ho argant biskoazh ‘n deus koll
Ho koumanant ’zo waet da c’het
Gete (’n ho) po ket sikour erbet

Ar c’hemener p’ oa é wriat
Àr ar maezioù ‘ rae labour vat
‘Tal ar merc’hed chouket àr e revr
Hennezh ‘ gave an amzer berr

Ar mekanikour ’ kreiz ar porzhioù
Pa vez é aoziñ ar benvegoù
Ar paour kaezh den ’dan ar gwall amzer
a vev atav get ar vizer

Ar labourer pa zae an hañv
Ar parkoù ‘ zassone g’ e gan
Ar gov é skoiñ àr an annev
‘Barzh e c’hovel ‘ c’hweze ‘tal ’n tan

Ar beizanted hiziv-an-deiz
‘n deus kavet sonennoù nevez
Àr o zrakteur staget doc’h an arer* (dorn ha revr)
Gi a selaou doc’h France Inter

Er park ar vuoc’h a vreskenne
E’it ar c’hole bourrus a oa
Er foenneri ar mevel bras
Get ar vatezh chañje a bas

Er bouestoù noz ar yaouankiz
‘n deus kemeret modoù Pariz
Emaint kof-ha-kof ‘n eil d’ egile
Na pas get kalz a garantez

O Breizh ho parlant ’ya da goll
Èl ur vag en amzer diroll
Eürus a-walc'h ar vugale
A zesk brezhoneg bemdez
gran = greun
arer = arar